You are on page 1of 16

Arzh Bihan

gant Else Holmelund Minarik skeudenno gant Maurice Sendak Harper & Row, 10 East 53rd Street, New York, N.Y. 10022, 1978 (embannadur kenta: 1957) Lakaed e brezhoneg gant Steve Hewitt

taolenn
petra vo gwisked da arzh bihan?....................................... 1 soup di-ha-blo ............................................................... arzh bihan a h-a dal loar .................................................... chantadenn arzh bihan...................................................

arzh bihan

petra vo gwisked da arzh bihan

sell, arzh bihan mei, ama so un dra benng wid ma arzh bihan.

petra vo gwisked da arzh bihan?


yen o. sell an erch. sell an erch so h-ober. mamm arzh, me arzh bihan, riw meus. sell an erch. chant meus da wiski un dra benng. neuse mamm arzh deus gwraed un dra benng da arzh bihan.

ama ma. lak nea war da benn. o, me arzh bihan, un tok o. ha! brema mo ked riw. hag arzh bihan oa aed -maes da chai. a o arzh bihan. o, me vamm arzh, un dra benng teus em?

arzh bihan

petra vo gwisked da arzh bihan

riw meus, me arzh bihan. chant meus da wiski un dra benng. neuse mamm arzh deus gwraed un dra benng da arzh bihan. sell, arzh bihan, mei, ama so un dra benng, un dra benng wid ma arzh bihan. ur vantell o. ha! brema mo ked riw. arzh bihan oa aed -maes da chai.

o me vamm arzh. un dra benng teus em? riw meus, me arzh bihan, chant meus da wiski un dra benng. neuse mamm arzh deus gwraed un dra benng darre wid arzh bihan. sell, arzh bihan, mei, ama so un dra benng wid ma arzh bihan. ve-sse to ked riw. gwisk nea. o, me arzh bihan,

a o arzh bihan darre.

ur brago-erch. ha!

arzh bihan

petra vo gwisked da arzh bihan

brema mo ked riw. arzh bihan oa aed -maes da chai. a o arzh bihan darre. o, me vamm arzh, daoust petra teus em brema? riw meus, me arzh bihan. chant meus da wiski un dra benng. ma arzh bihan, me vamm arzh, un tok teus, ur vantell teus, ur brago-erch teus, ur porpant blew teus em e?

ya, me arzh bihan, ur porpant blew meus em e. neuse mamm arzh deus tenned an tok, ar vantell hag ar brago-erch. sell, me vamm arzh, ase ma da borpant blew. ha! me arzh bihan. ama ma ma forpant blew. brema mo ked riw. ha no ked riw e. n-o ked chik se?

arzh bihan

soup di-ha-blo

h-o barreg dober soup di-ha-blo. toud ma chamarado a blij soup d.

soup di-ha-blo
mamm arzh, mamm arzh, pelech h-out? a chop arzh bihan. o, hola! mamm arzh ma ked ahe, ha hirie ma ma di-ha-blo. me jos di a deuo ma chamarado, med wela ked a astell di-ha-blo. ffidamdoulle gastell di-ha-blo bed. penaos ober? ar poutouarn so tal an tan. an dour bah ar poutouarn so tomm. gant lakad un dra benng bah an dour,

gwelomp petra so. karotes, patates, pis bihan, ha tomat so. barreg o dober soup gant karotes, patates, pis bihan ha tomat. neuse non lak arzh bihan dober soup bah ar poutouarn bras du. da genta h-ai yar. di-ha-blo mad, arzh bihan, mei. merci, yar, me arzh bihan.

arzh bihan

soup di-ha-blo

10

ama so chwezh mad, hat, me yar, bah ar poutouarn bras du ma? ya, me arzh bihan, me so h-ober soup di-ha-blo. chom a ri da dibi un tamm?

merci, houad, me arzh bihan, ya, me so h-ober soup di-ha-blo. chom a ri da dibi un tamm ganomp? o ya, mad o di, me houad. hag asea ra da chortos.

o ya, mad o di, me yar. goude h-ai kazh. hag asea ra da chortos. di-ha-blo mad, arzh bihan, mea. goude h-ai houad. merci kazh, me arzh bihan. di-ha-blo mad, arzh bihan, me houad. ffidamdoulle, ama so chwezh mad. bah ar poutouarn bras du ma? plija ra dit soup di-ha-blo? me so h-ober soup di-ha-blo.

11

arzh bihan

soup di-ha-blo

12

god a rez kegina? me gazh. ma h-out kat dober nea, me debo. mad o, me arzh bihan. tomm o ar soup di-ha-blo. red o dibi nea brema. n-omp ked kat da chortos mamm arzh. n-onn ked pelech-ma. sell, un tamm soup dit, yar, me arzh bihan. hag un tamm soup dit, houad, hag un tamm soup di-me. h-omp toud da dibi soup di-ha-blo. gweled a ra kazh mamm arzh deuzh an nor, hag a lar:

gortos, arzh bihan, debez ked chazh. serr da zaoulagad, ha lar n, daou, tri. antren ra mamm arzh gant ur astell vras. sell brema, me gazh. o mamm arzh, me arzh bihan, sell ar pezh gastell di-ha-blo chik! soup di-ha-blo so mad da dibi, med n-o ked kouls ha gastell di-ha-blo. kontant o teus ked ankoud. ya, di-ha-blo mad, arzh bihan, me vamm arzh.

13

arzh bihan

ar astell di-ha-blo-ma so ur ssurpris dit. biskazh meus bed ankoud da zi-ha-blo, ha bien na ri.

15

arzh bihan

arzh bihan a h-a dal loar

16

arzh bihan a h-a dal loar


un tokouarn spass newe meus. h-an da vond dal loar, me arzh bihan da vamm arzh. penaos? me vamm arzh. h-an da nijal beked al loar, me arzh bihan. nijal! me vamm arzh. n-out ked kat da nijal. an evned a nij, med nijot ked beked al loar. ha te n-out ked un evn.

martese darn deus an evned a nij beked al loar, n-onn ked. ha martese h-o barreg da nijal vel un evn, me arzh bihan. ha martese, me vamm arzh, h-out un arzh bihan rontig heb diaskell na pluv. martese ma lampez deuzh kwrech, a gouei benn-bouell en traou. martese me arzh bihan. med aed o. to ken med klask ano bah an oabl. deus en-dro dezh lein, me vamm arzh. josed neus arzh bihan. lampad a ri deus un tu benng uhel, pell bah an oabl, hag a niji wargwrech, war-gwrech. re vuan vi hvond wid selled deuzh an traeo.

17

arzh bihan

arzh bihan a h-a dal loar

18

neuse a serri ma daoulagad. arzh bihan neus pigned beked beg un dossenn vihan, ha neus pigned beked beg ur weenn vihan, ur weenn vihan vihan war un dossenn vihan, ha neus serred zaoulagad ha neus lamped. koud o benn-bouell n traou, ha neus ruilhed beked traou an dossenn. neuse neus saved benn ha neus selled n-dro dea. o hola hat, mea, a o war al loar. al loar so just vel an douar. sell ta, me arzh bihan. ar gwez ama so just vel ar gwez du-ma.

hag an evned so just vel an evned du-ma. ha sell, mea, ama so un ti hag a so just vel an ti du-ma. h-a da antren da weled petoe arzhed so o chom ama. sell, me arzh bihan. war an daol so un dra benng da dibi. kasi vel ul lein vad dun arzh bihan. antreed o mamm arzh ha deus lared, daoust piw o hema? un arzh deus an douar h-out? ya, bea h-o, me arzh bihan. pigned meus beked beg un dossenn vihan, ha meus lamped deus ur weenn vihan,

19

arzh bihan

arzh bihan a h-a dal loar

20

ha meus nijed beked ama, just vel an evned. ma! me vamm arzh. ma arzh bihan neus gwraed memestra. laked neus dokouarn spass ha neus nijed beked an douar. kouls o dit dibi lein. arzh bihan neus briated mamm arzh. mamm arzh, mea, paoues dober gab. te h-o ma mamm arzh, ha me h-o da arzh bihan, hag ama h-omp war an douar, h-ousout a-alch. moyen so di da dibi ma lein brema?

ya, me vamm arzh, ha goude ri da gousk kreisti. kar te h-o ma arzh bihan, h-onn a-alch.

21

arzh bihan

chantadenn arzh bihan

22

petoe chantadenn? me vamm arzh.

chantadenn arzh bihan


arzh bihan, me vamm arzh. ya, mamm, me arzh bihan. n-out ked kousked, me vamm arzh. nann, mamm, me arzh bihan. n-o ked kat da gousked. blam betra? me vamm arzh. ur chantadenn meus, me arzh bihan.

me miche chant da asea war ur goumoulenn ha dober ur chrogad nijal wardro, me arzh bihan. ar chantadenn-se n-out ked kat da gd, arzh bihan, me vamm arzh. neuse miche chant da gd ur vag viking, me arzh bihan. hag ar vikinged a larche deus ganomp, deus ganomp! aed omp. war-raog! war-raog! ar chantadenn-se n-out ked kat da gd, arzh bihan, me vamm arzh.

23

arzh bihan

chantadenn arzh bihan

24

neuse miche chant da gd un tunnel, me arzh bihan, da vond pe-da-benn beked BroChin. mond a raeffenn beked Bro-Chin wid diass bizhier-dibi n-dro dit. ar chantadenn-se n-out ked kat da gd, arzh bihan, me vamm arzh. neuse miche chant da gd ur pezh auto ru, me arzh bihan. mond a raeffenn buan, buan, hag a h-arriffenn bah n ur chastell bras. dond a raeffe ur brisses -maes hag a larffe deb un tamm gastell, arzh bihan, hag a debffenn un tamm. ar chantadenn-se n-out ked kat da gd, arzh bihan, me vamm arzh.

neuse miche chant, me arzh bihan, a deuffe ur vamm arzh da lared di: chant teus da glewed un istoar? ffi, me vamm arzh, martese h-out barreg da gd ar chantadennse. hozh n-o ken med ur chantadenn vihan. merci, mamm, me arzh bihan. sell ahe pezh mo chant baoe ar penn kenta. petoe istoar tiche chant da glewed? me vamm arzh. kont di diwar ma fenn, me arzh bihan.

25

arzh bihan

chantadenn arzh bihan

26

kont di diwar-benn an traeo meus bed gwraed. ffi, me vamm arzh, ur wech oas o chai bah an erch ha to chant da wiski un dra benng. a ya, se oa braw, me arzh bihan. kont di chazh diwar ma fenn. ffi, me vamm arzh, ur wech to laked da dokouarn spass, ha to chared mond dal loar. se oa braw e, me arzh bihan. kont di chazh diwar ma fenn.

ffi, me vamm arzh, ur wech a jose dit to ked a astell di-ha-blo, neuse to gwraed soup di-ha-blo. ha, se oa braw, me arzh bihan. ha neuse oas deud gant ar astell. ordin a rez braw di. ha brema challez-te ober braw di-me e, me vamm arzh. penaos? me arzh bihan. gant mond da gousked, me vamm arzh. hanta, neuse ri, me arzh bihan.

27

arzh bihan

nos vad, mamm. nos vad, arzh bihan, kousk mad.

29

arzh bihan Stummo brezhoneg Treger

stummo brezhoneg treger en em, n em /no m, no n/ e di /i di/ eom, em /m/ ezhomm he zi /i zi/ ma fenn /ma v enn/ ma chazh /ma h az/ hom /m/: hon, hor, hol hom fenn /o m v enn/, hom zi /o m zi/, hom chazh /o m h az/: hor penn, hon ti, hor chazh erch-/rh / gwechall /gwjall/ -o /-/ ur wech /r vj/ a-wecho /awj/ mo, to, no~nevo, do~devo, momp, po, do~devo~noint /ma, ta, na~nva, da~dva, ma m, pa, da~dva~na / Phonetik /v , h /: evel /v, h/ a-wecho gant un tamm skraperezh /x/: evel ur ch krev: plach /plax/ //: evel e stank /stak/ //: evel gn: /o o n/ //: evel ilh: /did/ /iu, u, o, o, u/ liw, bw, blew, glaw, glaou //: /dt/ //: e muet galleg de /d/ /, / a, e koahed war-gaoud //: /pennd, lennd/ /, /: serret mat /kr, dr/ ker, dor /e, o/: vogalenno etre /ker, dor/ kr, dr /, /: digor mat /kr, trd/ kaer, torred /a /: friadur stog diwar ur gensonenn-fri: /na nn, ta n/ //: friadur distag /p r, chs/ (hir ordinal)

30

h-, eh: ez h-on, h-out, h-eo, h-omp, h-och, h-int: ez on, ez out, ez eo, ez omp, ez och, ez int h-on, h-out, ma, h-omp, h-och, maint: emaon, emaout, ema, emaomp, emaoch, emaint h-an, h-es, h-a, h-omp, h-et, h-ont, etc.: ez an, ez es, ez a, ez eomp, ez it, ez eont / e yan, e yes, e ya, e yit, e yeont, etc. -et (sellet!, a ret): -it (sellit!, a rit) -ffomp, -ffet, -ffont, -ffer: -imp, -och/-ot, -imp, -or dibi, deb: debri, debrlred: lavared meump, momp, momp, meffemp: hon eus, hor bo, hor boa, hor befe neuint, noint, noint, neffent: o deus, o devo, o devoa, o defe dim, dime-: dimezi, dimezgod: gouzoud vnn, ves, ve, vmp, vech, vint, vr: vezan, vezes, vez, vezomp, vezit, vezont, vezer vijenn, vijes, vije, vijemp, vijech, vijent: vezen, vezes, veze, vezech, vezent ilaou (jilaou): selaou diski: deski sojal /jozl/ selled /zelld/, o sselled / () selld/ fiwal /v wl/, o ffiwal / () fwl/ joga /jga/, o choga / () chga/ choari /h wai/ o choari / () xwai/ saout /zout/, ho ssaout / sout/ fri /v ri/, ho ffri / fri/ jistr /jist/, ho chistr / chist/ choar /h war/, ho choar / xwar/ ne /na/ petra /pra/

You might also like