You are on page 1of 3

Romant vs danevelloù

Ar pezh a vez remerket diouzh ar pouez, eo eo skañvoc’h un danevell eget ur romant. Mes
diaes eo ober an disparti etre ur romant berr hag un danevell (lakaet e vez Colomba Mérimée e-
touez an danevelloù, ha kontet e vez ar Roc’h Toull evel ur romantig).
En ur romant e c’heller lakaat meur a dudenn da gemer perzh en ober ; en un danevell e
c’heller kaout meur a dudenn, mes n’o deus ket ar memes pouez en istor ha m’o deus div pe deir
dudenn bennañ.
En ur romant e c’heller depegn an dud, ar c’hêrioù, an tiez, ar maezioù, ar vro dre vras. Ne
c’heller ket ober se en un danevell, dre zivouer a blas.
En un danevell, e kaver ar peurliesañ un daneveller hepken ; padal en ur romant n’eo ket
difennet kaout meur a zaneveller. Hag an daneveller a c’hell koll al lenner e troioù ha distroioù e
ijin : da skwer gant Dostoievski, ken e teu poanius da c’houzañv a-wechoù. E rankan lâret n’on ket
deuet a-benn morse da lenn doareoù ar startzi er Breudeur Karamazov, ha n’on ket aet pelloc’h eget
tregont pajenn e levrioù Proust.
En danevelloù, lakaat kalz nebeutoc’h a dudennoù : daou, tri, pevar zo trawalc’h. Ha graet eo
evit bezañ lennet en un tenn, tra ma c’heller kemer ur romant ha lenn pemp pe c’hwec’h pajenn en e
wele da c’hortoz e teufe ar c’housk. En un danevell, soñjal en ober, hep distroioù.
Trist eo gwelet pegen dister eo al lennadennoù gant an dud a skriv war bajenn 12 YA : Ar
Priñs Bihan hag ar Bibl e penn an Top 50 ! Frealzet on bet memestra gant ar paotr Kang, deuet eus
Korea, hag a gasfe gantañ war un enezenn : Ulysses, Finnegans Wake, ha pezhioù c’hoari gant
Shakespeare.
Evit skrivañ danevelloù on bet broudet gant Ronan Huon, hag a gase din ul lizher gwech ha
gwech all : «mankañ a ra din 6 pe 8 pajenn evit niverenn an hañv... Ne c’hellfec’h ket skrivañ un
danevell...» Ha gwir eo e c’heller sevel un danevell didorr a-walc’h e berr amzer. An danevell
«Flapper ?» Ket, flaperez, am eus skrivet penn dre benn un deiz ma oan aet gant ma bugale da
Kermess ar skolioù publik e sant-Nigouden.
E c’heller tremen eus an eil d’egile : un danevell a c’hell dont da vezañ ur romant en ur lakaat
danvez ouzhpenn e-barzh. An danevell Walpurgisnacht (1992, ‘meus aon) am eus kempennet hag
astennet evit ober ur romant embannet azalek 2005 (ti KVB). Ulysses gant Joyce a oa da gentañ un
danevell da stagañ ouzh Dubliners, ha deuet eo da vezañ ur romant 700 pajenn bennak. Da ‘m soñj
eo diaesoc’h ober ar c’hontrol.
Evit hini pe hini, eo ret adlenn, (10 gwech da nebeutañ eviton) adskrivañ, difaziañ, cheñch ur
ger, betek ma vo trouz ar brezhoneg bev ha lusk ar yezh gant al lennadenn. En daou e c’heller lakaat
private jokes (lakaet ‘m eus ma zennerez dent ha perc’henn un ti ma oan bet o lojañ er romant
diwezhañ), ha daveoù da lennadennoù (Shakespeare ha De Obaldia e Tonkad Tom Bruise), pe da
ganaouennoù hengounel (Poltred ur Vamm, a oa bet sujed un arnodenn er C’hAPES un nebeud
bloavezhioù zo.
(Da vezañ kendalc’het)

Ar stil da implij

Kerkent ha ma oan en em lakaet da skrivañ, em boa lakaet em soñj e oa evit brezhonegerien e


skriven, ha neket evit gallegerien, hag e oa arabat lakaat bommoù ma vefe lâret diwar o fenn :
«Gast, se ne vez ket lâret !». Amañ eo deus bommoù, troiennoù a gomzan, ha neket eus gerioù : e
c’heller implij ar ger skinforn hep nec’hamant, gant ma vo en ur frazenn reizh ; lakaet ‘m eus an
tamm kig da ziskornañ er skinforn a dremen hep re a boan, mes ‘m eus aon eo ar skinforn chomet
sac’het a vo sellet outañ evel ouzh ur yezh estren.
Penaos choaz ar gerioù pe an troiennoù neuze ?

1) Kaout ul lagad kritik war ar pezh a ginnig ar geriadurioù. Div wech dija ‘m eus bet lakaet
strolladoù tud da sevel pennadoù e-pad stajoù KEAV, ha nec’het e oan o welet e teue ur geriadur
galleg-brezhoneg war an daol gante kentañ tra. Deuet soñj din eus ur gelennerez latin am boa bet en
eil klas, hag a lakae ac’hanomp d’ober Thème ( troidigezh galleg-latin) gant ar Gaffiot (geriadur
latin-galleg) hepken. Pezh a lakae ar skolidi da gomañs soñjal e latin.
Da’m soñj e vefe ret berzañ ar geriadurioù galleg-brezhoneg e-pad ur staj evel-se, surtout pa
weler pegen souezhus eo choaz ar gerioù gant geriadurioù zo ; petra soñjal eus ur geriadur
alamanteg-galleg hag a rofe : nie = 1) onc, oncques 2) jamais ? Ar seurt traoù-se a vez kavet alies
er geriadurioù galleg-brezhoneg, ma vez lakaet ar ger brezhoneg a gaver ar stankañ tout en eil pe an
trede plas, siwazh.

Petra eo kaout ul lagad kritik war ur yezhadur ? E 2018 e oa bet goulennet ganin gant tud
KEAV ober ur brezegenn e Plañvour e miz c’hwevrer, ha kinniget em boa : Ur sell kritik war Devri.
En em lakaet Herve ar Bihan da sodiñ, peogwir e oa Devri ul labour divent, ha ne oa netra da rebech
dezhañ, moarvat, ha kaset en doa ul lizher fuloret da Anna ar Beg a-raok ma ‘m bije skrivet ul
linenn hepken war ar sujed-se.
Ar rebechoù a c’heller ober d’ur geriadur eo ar re-mañ : daoust ha klok a-walc’h eo evit ar
pezh a rankomp ober ? Gerioù eus ar yezh pemdez a vank atav, evel pa vije bet klasket skrivañ
«lennegel» hepken. Da skwer e Devri e kaver ar gerioù sut/chut, suk/chuk, mes evit sutik ne gaver
nemet gwin sutik. E Pgt e vez implijet sutik = aigrelet : ur blaz sutik o deus ar spezard, sivi sutik =
fraise des bois pe sivi gounezet war quartzit, ur son sutik (a ra poan d’an divskouarn). Mes ne vo
ket lâret evit soubenn pe gwin. Suk a vez klevet : tamm babig suk ! (espèce de bébé!), ur sao-sukig
= soutif, hag all hag all.
Da ziwall zo dioc’h fazioù a vez kopiet eus an eil embannadur d’egile, hag a gaver e Troude,
e Vallée, e Roparz Hemon, etc. E-pad pell ez eus bet kavet mouette = skrev, diwar ur fazi gant
Ernault (?), pa ‘z int daou spesad disheñvel. War Termofis e kaver ar pennglaou boutin, ar skravig
boutin, evit mésange, sterne. A-raok krouiñ gerioù e vefe mad deskiñ petra sinifi boutin ! Ur sell
war Devri a zeskfe da Termofis penaos implij ar ger boutin .
Ur ger c’hoazh war Devri : e traoñ pep pajenn e kaver direction scientifique..., soutien
scientifique..., pezh a lak an den da soñjal e lenn ul labour skiantel. Evidon, ul labour skiantel a rank
delc’her kont eus kement labour skiantel a zo bet savet war ar sujed-se, keit ma n’int ket reverizoù,
evel-just. Padal, ne gaver neblec’h meneg eus an ALBB, nag eus atlas Yann an Du, nag eus tezenn
Ar Berr war an anoioù pesked ha laboused, hag a zo labourioù skiantel. Re alies ‘m eus bet klevet
anv eus écriture scientifique, orthographe scientifique, gant Falc’hun, ha disfi ‘m eus dioc’h ar ger
scientifique pa vez implijet evel un arguzenn, tra ken.

2) Urzh ar gerioù. Amañ e venegin un nebeud fazioù a vez klevet, ha lennet.

E galleg e vez dispartiet ar verb skoazell hag an anv-gwan gant adverboù amzer : je n’ai
jamais été à Cherbourg, il n’a jamais travaillé sur un bateau, ce n’est pas toujours facile, etc, mes e
brezhoneg ne vez ket. Evit divskouarn ur brezhoneger eo euzhus klevet * n’on morse bet e
Cherbourg, n’en deus gwech ebet labouret war ur vag, n’eo ket atav aes. Ret selaou ar
vrezhonegerien a-gozh hag a lavar : j’ai pas été jamais à Cherbourg ; diwar se eo aes gouzout e
pesort plas lakaat morse : n’on ket bet morse e Cherbourg.

Ur yezh ergativ eo ar brezhoneg, kalz aliesoc’h evit e galleg :


Un renard a emporté la poule rousse a ro : aet eo ar yar ruz gant al louarn.
Il a mangé tout le gâteau : aet eo ar gwign gantañ tout.
C’est toujours un buveur invétéré : ne ya ket ‘spenn ul litrad gantañ bep taol.
Je sais que ton fils a gagné une course à Trégourez : Goût a ran zo bet gounezet ur redadeg
gant da vab e Tr. (*Gout a ran en deus da vab gounezet ur redadeg zo bzg beleg, goût a ran en deus
gounezet da vab ur redadeg ne vez ket klevet kement.)

Plijet a ra d’ur brezhoneger gouzout eus piv, eus petra zo kaoz, araok pep tra :
Ne vez ket lâret kalz n’eo ket eus ar re finañ tout da genderv Amede ; lavaret e vez kalz
aliesoc’h, gant an anakolut, da genderv Amede n’eo ket eus ar re finañ tout.
Hag e-lec’h : n’o deus ket labouret kalz e-tog ar bloaz ar skolidi term, lavarit : ar skolidi
term n’o deus ket labouret kalz e-tog ar bloaz.
Alies-kenañ e lakaer un anaforenn war-lerc’h an anakolut :
N’on ket deuet a-benn morse d’en em glevet gant breur Marianna --> Breur Marianna n’on
ket deuet a-benn morse d’en em glevet gantañ.

Plas an anv-gwan pe an anv-gwan verb :


*Kavout a ran ar gregach diaes --> Kavout a ran diaes ar gregach
* ‘M eus aon eo ar volotenn kollet --> ‘Meus aon eo kollet ar volotenn.

Plas un nebeud adverboù evel kuit, en-dro :


*Kas kuit anezhañ ! --> Kas anezhañ kuit.
* Setu e kasan en-dro ar chekenn deoc’h --> setu e kasan ar chekenn deoc’h en-dro (fazioù
hag a vez klevet kement hag ar galleg *je le ne vois pas, da skouer)

You might also like